en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Galv Brieg Guerveno da vrudañ sonerezh Breizh

Galv Brieg Guerveno da vrudañ sonerezh Breizh

Miz zo bremañ en doa ar c'haner Brieg Guerveno embannet ur pennad taol-imor e kazetenn an Telegramme. Kinnig a rae ennañ e vefe lakaet muioc'h war wel arzourien hag arzourezed Breizh, o skignañ muioc'h o labour el lec'hioù foran evel er stalioù pe en treuzdougen da skouer. E mod-se e c'hellfent tizhout muioc'h a dud hag e rofe lañs d'ar c'hrouiñ e brezhoneg da skouer. Muioc'h a wirioù war o oberennoù a c'hellfent gounid ivez. Unan eus kinnigoù ar c'haner a zo krouiñ ur garta a vefe sinet gant an obererien ekonomikel ha sevenadurel ar vro. Aet e oa Morgane Cotten da c'houzout hiroc'h war ar raktres-se.


Ar c'haner Brieg Guerveno a oa bet aterset gant Morgane Cotten eus Radio Kerne. E 2024 e oa bet dastumet ouzhpenn 28 milion a euroioù gwirioù skignañ e Breizh, met an darn vrasañ eus an arc'hant-se az a gant arzourien hag arzourezed maez eus Breizh. Kumun Gwengamp he deus divizet skignañ muioc'h a sonerezh breizhad er straedoù evit gouelioù Nedeleg.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio